23 hag e strollad, bet niveret pemp mil ha tregont pevar c'hant.
ar re niveret evel-se eus meuriad Benjamin a voe pemp mil ha tregont pevar c'hant.
Neuze meuriad Benjamin; Abidan mab Gideoni a vo priñs mibien Benjamin
An holl dud niveret evit kamp Efraim a vo kant eizh mil kant, dre o strolladoù. Mont a raint kuit d'an trede.
Setu aze mibien Benjamin hervez o ziegezhioù, ar re niveret a voe pemp mil ha daou-ugent c'hwec'h kant.
En deiz-se e voe graet an niveradeg eus mibien Benjamin deuet eus ar c'hêrioù, c'hwec'h mil den warn-ugent o tougen ar c'hleze, hep kontañ tud Gibea, a voe graet an niveradeg anezho ivez, seizh kant den eus an dibab.