Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 19:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Un den glan a zastumo ludu ar vuoc'h hag en taolo er-maez eus ar c'hamp en ul lec'h glan. Miret e vo evit bodadenn mibien Israel, evit ober dour a zisparti. Ur c’hlanidigezh eus ar pec'hed e vo.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 19:9
16 Referencias Cruzadas  

Pep gwele ma kousko warnañ e-pad he saotradur a vo dic’hlan, ha pep tra a azez warnañ a vo dic’hlan.


En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.


Piv bennak en devo stoket ouzh ar c'horf marv eus un den bennak marvet, ha ne vo ket en em c'hlanaet, a saotro tabernakl an AOTROU. An den-se a vo lamet eus Israel. Pa ne vo ket bet skuilhet warnañ an dour a zisparti, dic'hlan e vo, e zic'hlanded a vo c'hoazh warnañ.


Evit un den a vo dic'hlan, e vo kemeret eus ludu an hini a zo bet devet evit ar pec'hed, hag e vo lakaet warnañ dour bev en ul lestr.


Un den glan a gemero sikadez, a soubo anezhañ en dour hag a raio sparfadur war an deltenn, war an holl draoù ha war an holl dud a vo bet e-barzh, ha war an hini en devo stoket ouzh eskern pe ouzh un den lazhet pe ouzh unan marv pe ouzh ur bez.


He reiñ a reot da Eleazar an aberzhour, a gaso anezhi er-maez eus ar c'hamp, hag e vo lazhet dirazañ.


An hini en devo he devet a ganno e zilhad en dour hag a walc'ho e gorf en dour, dic'hlan e vo betek an noz.


hag e ouestlo a-nevez d'an AOTROU deizioù e engouestl, e kinnigo un oan eus ur bloaz evel aberzh a gablusted, hag an devezhioù a-ziagent ne vint ket kontet dre ma'z eo bet saotret e engouestl.


Evel-henn e ri dezho evit o glanaat: gra warno sparfadur an dour-dic'haouiñ, hag e raint d'an aotenn tremen war o c'horf, e walc'hint o dilhad hag en em c'hlanaint.


Diwar-benn an den glan ha n'emañ ket en beaj, mar tremen hep ober ar Pask, lamet e vo eus e bobl rak n'en deus ket kinniget ar prof d'an AOTROU en amzer dereat; an den-se a zougo e bec'hed.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,


Rak mar deu gwad an tirvi hag ar bouc’hed ha ludu un annoar, skuilhet war ar re saotret, a santela anezho e-keñver glanded ar c’hig,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios