Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 17:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 hag e skrivi anv Aaron war wialenn Levi, rak ur wialenn a vo evit pep penn-bras eus ti e dadoù.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 17:3
10 Referencias Cruzadas  

Setu anvioù mibien Levi hervez o lignezoù: Gershon, Kehad ha Merari. Bloavezhioù buhez Levi a voe kant seizh vloaz ha tregont.


Amram a gemeras evel gwreg Jokebed e voereb, hag e c'hanas dezhañ Aaron ha Moizez. Bloavezhioù buhez Amram a voe kant seizh vloaz ha tregont.


Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.


Ha te, mab an den, kemer ur pezh koad ha skriv warnañ: Evit Juda hag evit mibien Israel, e genseurted. Ha kemer ur pezh koad all ha skriv warnañ: Evit Jozef, koad Efraim hag holl di Israel, e genseurted.


Komz da vibien Israel ha kemer diganto ur wialenn dre diez o zadoù, da lavarout eo daouzek gwialenn, a-berzh o holl briñsed hervez tiez o zadoù. Skrivañ a ri anv pep hini anezho war e wialenn,


Lakaat a ri anezho e teltenn an engalv, dirak an Testeni, e-lec'h ma en em gavan ganeoc'h.


An AOTROU a lavaras da Aaron: Te ha da vibien ha ti da dad ganit a zougo direizhder ar santual, ha te ha da vibien ganit a zougo direizhder ho pelegiezh.


Te ha da vibien ganit a viro ar servij evel aberzhourien e kement a sell ouzh an aoter hag ouzh ar pezh a zo e diabarzh ar ouel, ho servij e vo. Reiñ a ran deoc'h ar velegiezh, ar servij roet deoc'h eo. An diavaeziad a dostaio a vo lakaet d'ar marv.


An douar a zigoras e c'henoù d'o lonkañ gant Kora, ha neuze ar re a oa en em zastumet a varvas, pa guzumas an tan daou c'hant hag hanter-kant den; kement-se a voe ur skouer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos