Niveroù 16:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 hag en em savjont a-enep Moizez gant daou c'hant hag hanter-kant den eus mibien Israel, eus priñsed ar vodadenn a veze galvet d'ar c'huzul, tud a vrud.
Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o doe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh.
Dizoloet o deus he noazhder, tapet o deus he mibien hag he merc'hed, he lakaet o deus da vervel dre ar c'hleze. Deuet eo da vezañ brudet e-touez ar maouezed, goude ar barnedigezhioù graet warni.
Mibien Eliab: Nemuel, Datan, Abiram. Datan hag Abiram eo ar re o doa galvet er vodadenn d'en em sevel a-enep Moizez hag a-enep Aaron, gant bodadeg Kora, pa en em savjont a-enep an AOTROU.
Hon tad a zo marvet er gouelec'h, ne oa ket e bodadeg ar re en em savas a-enep an AOTROU, e bodadeg Kora, met marvet eo en abeg d'e bec'hed, ha n'en doa mab ebet.