Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 11:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Soñj a zeu deomp eus ar pesked a zebremp en Ejipt evit netra, ar c'hokombrez, an avaloù-sukrin, ar pour, an ognon hag ar c'hignen.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 11:5
7 Referencias Cruzadas  

Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.


Mibien Israel a lavaras: Perak n'omp ket bet marvet dre zorn an AOTROU e bro Ejipt, pa oamp azezet e-kichen podadoù kig, pa zebremp bara hor gwalc'h? Rak hon degaset hoc'h eus er gouelec'h-mañ evit lakaat da vervel an holl vodadenn-mañ gant an naon.


Merc'h Sion a zo chomet, evel ul lochenn en ur winieg, evel ul logell en ur park kokombrez, evel ur gêr kelc'hiet.


o lavarout: Nann, met ez aimp d'an Ejipt, e-lec'h na welimp ket a vrezel, e-lec'h na glevimp ket son ar shofar, e-lec'h na vo ket diouer a vara, hag e vimp o chom eno,


Met abaoe ma hon eus paouezet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d'ober evadkinnigoù dezhi, hon eus manket a bep tra hag omp bet lonket dre ar c'hleze ha dre an naonegezh.


Holl vibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag a-enep Aaron, hag an holl vodadenn a lavaras: Perak eta n'omp ket marvet e bro Ejipt, perak eta n'omp ket marvet er gouelec'h-mañ?


O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos