Lavarout a reas: AOTROU , da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra gerzho an AOTROU en hon touez, rak ur bobl eo a c'houzoug reut, pardon hon direizhder hag hor pec'hed, hon dalc'h evel da hêrezh.
Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet komzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.
Koulskoude ar roue Sedesia a gasas Jukal mab Shelemia ha Sofonia mab Maaseja an aberzhour da gavout Jeremiaz ar profed ha da lavarout dezhañ: Erbed evidomp e-kichen an AOTROU hon Doue.
hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.
Ar bobl a zeuas da gavout Moizez hag a lavaras: Pec'het hon eus rak komzet hon eus a-enep an AOTROU hag a-enep dit. Ped an AOTROU ma pellaio diouzhomp an naered.
Mar gwel unan bennak e vreur o pec’hiñ eus ur pec’hed na gas ket d’ar marv, ra bedo, hag e roio ar vuhez d’ar re na reont ket ur pec’hed a gas d’ar marv. Bez’ ez eus ur pec’hed a gas d’ar marv, ne lavaran ket pediñ evit ar pec’hed-se.