Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 11:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ha me eo em eus koñsevet an holl bobl-mañ? Hag em eus krouet anezho, ma lavarez din: Doug anezho ez pruched, evel ma toug ar mager ar poupig a zen, betek ar vro ac'h eus touet reiñ d'o zadoù?

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 11:12
20 Referencias Cruzadas  

rak an holl vro a welez a roin dit ha da'z lignez da viken.


An AOTROU, Doue an neñv, an hini en deus va c'hemeret eus ti va zad hag eus bro va ganedigezh, an hini en deus komzet ouzhin hag en deus touet din, o lavarout: Reiñ a rin da'z lignez ar vro-mañ, a gaso e-unan dirazout e ael, hag e kemeri ac'hane ur wreg evit va mab.


Chom er vro-mañ, ha me a vo ganit hag a vennigo ac'hanout. Rak reiñ a rin dit ha da'z lignez an holl vroioù-se hag e rin hervez al le am eus graet da Abraham da dad.


Jozef a lavaras d'e vreudeur: Emaon o vont da vervel. Met a-dra-sur, Doue a weladenno ac'hanoc'h hag a lakaio ac'hanoc'h da bignat eus ar vro-mañ d'ar vro en deus touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob.


Akab en doa dek mab ha tri-ugent e Samaria. Jehu a skrivas lizhiri, hag o c'hasas da Samaria da bennoù Jizreel, d'an henaourien, da c'houarnerien mibien Akab, da lavarout dezho:


Penn an ti, penn ar gêr, an henaourien, ha gouarnerien ar vibien a gasas da lavarout da Jehu: Ni a zo da servijerien, hag e raimp kement a lavari deomp. Ne lakaimp den da roue. Gra ar pezh a gavi mat.


P'en devo da lakaet an AOTROU e bro ar Gananeiz, evel m'en deus touet dit ha da'z tadoù, ha m'en devo he roet dit,


P'en devo da lakaet an AOTROU e bro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, an Hevianed hag ar Jebuziz, en deus touet da'z tadoù reiñ dit, ur vro a zever gant laezh ha mel, neuze e lidi ar servij-mañ er miz-mañ.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae kuit, pign ac'halen te hag ar bobl ac'h eus lakaet da bignat eus bro Ejipt, kae etrezek ar vro am eus touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob, o lavarout: He reiñ a rin da'z lignez.


Me a lakaio ac'hanoc'h da vont er vro am eus savet va dorn diwar he fenn, da reiñ anezhi da Abraham, da Izaak ha da Jakob, hag e roin anezhi deoc'h evel perc'henniezh, me an AOTROU .


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


Ar wreg, hag e c'hellfe ankounac'haat ar bugelig a vag? Hag e tremenfe hep kaout truez ouzh mab he c'hof? Ha pa ankounac'hafe, me n'ankounac'hain ket ac'hanout.


Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.


Hag e lakain warno ur mêsaer hepken, a beuro anezho, David va servijer, hag a beuro anezho, hag a vo e-unan o mêsaer.


Me eo ar mesaer mat. Ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.


Pa ho pefe zoken dek mil mestr e Krist, n’ho pefe ket meur a dad, rak me eo an hini en deus ganet ac’hanoc’h e Jezuz-Krist dre an Aviel.


Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc’h,


hag er gouelec'h, e-lec'h ma ec'h eus gwelet an AOTROU da Zoue o tougen ac'hanout evel ma toug un den e vab, a-hed an hent hoc'h eus graet evit dont betek al lec'h-se.


met omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer ur vagerez ur preder tener eus he bugale,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos