Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 11:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 ha Moizez a lavaras d'an AOTROU: Perak ec'h eus glac'haret da servijer? Perak ne'm eus ket kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma ec'h eus lakaet warnon karg an holl bobl-mañ?

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 11:11
16 Referencias Cruzadas  

Lavarout a rin da Zoue: Na'm c'hondaon ket, ro din da c'houzout perak ez out em enep.


AOTROU, ma taolez evezh ouzh an direizhder, Aotrou, piv a bado?


Ned a ket da varn da servijer, rak den bev ebet ne vo reizh dirazout.


Moizez a grias d'an AOTROU o lavarout: Petra a rin d'ar bobl-mañ? A-barzh nemeur e veinataint ac'hanon.


Moizez a zistroas etrezek an AOTROU hag a lavaras: AOTROU , perak ec'h eus graet droug d'ar bobl-mañ? Perak eta ec'h eus va c'haset,


Gwalleur din, o va mamm, dre ma ec'h eus va ganet evit bezañ un den a stourm hag un den a dabut d'an holl vro! Ne brestan netra, n'amprestan netra, ha koulskoude pep hini a villig ac'hanon.


Perak ez eo va foan dibaouez? Perak ez eo va gouli dibare, ha ne fell ket dezhi yac'haat? Hag e vefes evidon evel ur vammenn douellus, evel doureier na c'heller ket fiziañ enno?


Lavaret hoc'h eus: En aner eo e servijomp Doue; petra hon eus gounezet o virout e urzhioù, hag o kerzhout er glac'har dirak AOTROU an armeoù.


Moizez a glevas ar bobl o ouelañ, pep hini en e diegezh, ouzh digor e deltenn; fulor an AOTROU en em danas meurbet. Moizez a voe glac'haret,


Mar rez evel-se em c'heñver, lazh ac'hanon me az ped, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ha ne welin ket va gwalleur.


Hag hep komz eus an traoù all, bemdez ez on gronnet gant prederioù an holl Ilizoù.


Penaos e c'hellin va-unan dougen ho poanioù, ho pec'hioù hag ho tabutoù?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos