Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 11:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Moizez a glevas ar bobl o ouelañ, pep hini en e diegezh, ouzh digor e deltenn; fulor an AOTROU en em danas meurbet. Moizez a voe glac'haret,

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 11:10
19 Referencias Cruzadas  

grozmolat a rejont en o deltennoù, ne selaoujont ket mouezh an AOTROU.


AOTROU, ha ne gasain ket ar re a gasa ac'hanout? Ha ne'm bo ket euzh ouzh ar re a sav a-enep dit?


An AOTROU en klevas hag a gounnaras. Un tan en em enaouas a-enep Jakob, e gounnar a savas a-enep Israel,


Doue a glevas hag a vuanekaas. Heug en doe ouzh Israel.


Setu perak fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioù o deus krenet, o c'horfoù marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoù. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.


Dre da wall e kolli an hêrezh am boa roet dit, hag e lakain ac'hanout dindan da enebourien en ur vro n'anavezez ket. Rak enaouet hoc'h eus tan va c'hounnar, hag e tevo da viken.


Ar bobl a c'hrozmolas da zivskouarn an AOTROU; an AOTROU o c'hlevas, e fulor en em danas, tan an AOTROU a c'hwezhas en o zouez hag a guzumas penn ar c'hamp.


ha Moizez a lavaras d'an AOTROU: Perak ec'h eus glac'haret da servijer? Perak ne'm eus ket kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma ec'h eus lakaet warnon karg an holl bobl-mañ?


Pa gouezhe ar c'hlizhenn d'an noz war ar c'hamp, ar mann a gouezhe warnañ.


Moizez a oa un den habask-meurbet, muioc'h eget hini ebet eus ar re a oa war an douar.


Fulor an AOTROU en em danas a-enep dezho. Mont a reas kuit,


En em dennañ a rejont a-ziwar-dro chomlec'h Kora, Datan hag Abiram. Datan hag Abiram a yeas er-maez hag en em zalc'has en o sav ouzh digor o zeltennoù gant o gwragez, o mibien hag o mibien vihan.


hag a gomzas a-enep Doue hag a-enep Moizez: Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit mervel er gouelec'h? N'eus na bara na dour, hag hon ene a zo stamouzet gant ar bara dister-mañ.


Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d’ar re a zo heñvel outo.


Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.


rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios