Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Niveroù 11:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar bobl a c'hrozmolas da zivskouarn an AOTROU; an AOTROU o c'hlevas, e fulor en em danas, tan an AOTROU a c'hwezhas en o zouez hag a guzumas penn ar c'hamp.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 11:1
40 Referencias Cruzadas  

Ar pezh a rae a zisplije d'an AOTROU hag e lakaas anezhañ da vervel ivez.


Pa voe tremenet ar c'hañv, David a gasas d'he c'hemer en e di, hag e voe e wreg, hag e c'hanas dezhañ ur mab. Met ar pezh en doa graet David a zisplijas d'an AOTROU.


Elia a respontas o lavarout: Mard on un den Doue, ra ziskenno an tan eus an neñvoù, ha ra lonko ac'hanout gant da hanterkantad. Ha tan Doue a ziskennas eus an neñvoù hag a lonkas anezhañ gant e hanterkantad.


Edo c'hoazh o komz pa zeuas unan all o lavarout: Tan Doue a zo kouezhet eus an neñvoù hag en deus devet an deñved hag ar servijerien, ha lonket anezho. Me va-unan am eus tec'het da zisklêriañ dit.


An tan a grogas en o bodadeg, ar flamm a guzumas ar re zrouk.


An AOTROU en klevas hag a gounnaras. Un tan en em enaouas a-enep Jakob, e gounnar a savas a-enep Israel,


An tan a lonkas e dud yaouank, e werc'hezed ne voent ket roet da zimeziñ,


ha da veure e welot gloar an AOTROU , peogwir en deus klevet ho krozmoloù a-enep an AOTROU . Petra omp-ni, ma c'hrozmolit a-enep deomp?


Moizez a lavaras da Aaron: Lavar da holl vodadenn mibien Israel: Tostait dirak an AOTROU , rak klevet en deus ho krozmoloù.


Sklerijenn Israel a zeuio da vezañ un tan, hag e Sant ur flamm, a zevo hag a lonko e zrein hag e zrez en un devezh hepken,


Abaoe pell amzer ez eo lakaet a-du ha kempennet Tofed evit ar roue. Graet eo don ha ledan e geuneudeg, gant tan ha koad e-leizh; alan an AOTROU, evel ur red soufr, a ya da entanañ anezhañ.


Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?


Perak e klemmfe an den bev, an den a bec'h?


Evel ma'z on aet e barnedigezh gant ho tadoù e gouelec'h bro Ejipt, evel-se ez in e barnedigezh ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.


Un tan a zeuas er-maez a-zirak an AOTROU hag a guzumas anezho, hag e varvjont dirak an AOTROU.


Ar menezioù a gren dirazañ, ar c'hrec'hiennoù a deuz. An douar a zo savet dirak e zremm, ar bed ha kement a zo ennañ.


Ar vosenn a gerzh dirazañ, ha glaou-tan a heuilh e gammedoù.


Mont a rejont kuit eus menez an AOTROU evit un hent a dri devezh; arc'h emglev an AOTROU a yae a-raok dezho, oc'h ober an hent a dri devezh evit kavout ul lec'h diskuizh.


Lavarout a ri d'ar bobl: En em santelait a-benn warc'hoazh, hag e tebrot kig, dre ma hoc'h eus gouelet da zivskouarn an AOTROU o lavarout: Piv a roio deomp kig da zebriñ rak brav e oamp en Ejipt? An AOTROU a roio deoc'h kig hag e tebrot.


Lavarout a rejont: An AOTROU, ha n'en deus komzet nemet dre Voizez? Ha n'en deus komzet ivez drezomp-ni? An AOTROU a glevas-se.


Holl vibien Israel a c'hrozmolas a-enep Moizez hag a-enep Aaron, hag an holl vodadenn a lavaras: Perak eta n'omp ket marvet e bro Ejipt, perak eta n'omp ket marvet er gouelec'h-mañ?


an holl dud o deus gwelet va gloar hag ar sinoù am eus graet en Ejipt hag el lec'h distro, hag o deus va zemptet dek gwech, ha n'o deus ket selaouet va mouezh,


Betek pegoulz e c'houzañvin ar vodadenn fall-mañ, a c'hrozmol a-enep din? Klevet em eus mibien Israel o lavarout grozmol em enep.


Lavar: Me a zo bev, eme an AOTROU, me a raio deoc'h ar pezh am eus klevet hoc'h eus lavaret.


Evit-se, te ha da holl strollad oc'h en em zastumet a-enep an AOTROU! Piv eo Aaron ma c'hrozmolit en e enep?


Un tan a zeuas a-berzh an AOTROU hag a guzumas an daou c'hant hag hanter-kant den a ginnige ar c'hwezh-vat.


Gwialenn an den a zibabin a vleunio, hag e lakain da baouez dirazon ar grozmol a vez rannet gant mibien Israel a-enep deoc'h.


hag a gomzas a-enep Doue hag a-enep Moizez: Perak hoc'h eus graet deomp pignat eus an Ejipt evit mervel er gouelec'h? N'eus na bara na dour, hag hon ene a zo stamouzet gant ar bara dister-mañ.


Na c’hrozmolit ket evel ma c’hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer.


penaos e teuas a-ziarbenn dit war an hent hep doujañ Doue, o vec'hiañ ac'hanout war da lerc'h hag o pilat da holl re wan, pa oas da-unan dinerzh ha skuizh.


rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.


Kounnaret hoc'h eus an AOTROU e Tabeera, e Masa hag e Kibrod-Hataava.


rak hon Doue a zo ivez un tan loskus.


Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.


Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos