Mibien Ruben ha Gad hag hanter-veuriad Manase, a-douez an dud kadarn o tougen ar skoed hag ar c'hleze, o tennañ ar wareg hag akuitaet d'ar brezel, a oa pevar mil ha daou-ugent seizh kant tri-ugent o vont er-maez d'al lu.
Amazia a zastumas tud Juda, hag e renkas anezho dre diegezhioù tadel, dre bennoù a vilieroù hag a gantoù, evit holl Juda ha Benjamin, hag e reas an niveradeg adalek an oad a ugent vloaz hag uheloc'h. Hag e kavas tri c'hant mil den a zibab evit mont d'an arme, o tougen ar skoed hag ar goaf.
Mirout a reot eta gouel ar bara hep goell, rak en deiz-se end-eeun em eus tennet hoc'h armeoù eus bro Ejipt. Mirout a reot an deiz-se evel ur gourc'hemenn peurbadus a rummadoù da rummadoù.
un hanter sikl dre benn, an hanter eus ur sikl, hervez sikl ar santual, evit kement a dremenas dre an niveradeg, adalek ugent vloaz ha dreistoc'h, da lavarout eo evit c'hwec'h kant tri mil pemp kant hag hanter-kant den.
Ho korfoù marv a gouezho er gouelec'h-mañ. An holl re ac'hanoc'h a zo bet kontet, hervez ho niver adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, c'hwi holl hoc'h eus grozmolet em enep,
Grit an niveradeg eus holl vodadenn mibien Israel, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, hervez tiez o zadoù, an holl re eus Israel hag a c'hell mont d'ar brezel.
An dud a zo pignet eus an Ejipt, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, ne welint ket ar vro am boa touet reiñ da Abraham, da Izaak ha da Jakob, rak n'o deus ket kerzhet gant leunder war va lerc'h,
P'en devo kemeret un den ur wreg nevez, ne yelo ket d'ar brezel ha ne vo lakaet warnañ karg ebet; diskarget e vo e-pad ur bloaz en abeg d'e diegezh, hag e laouenaio ar wreg en devo kemeret.
En amzer-se em eus roet urzhioù o lavarout: An AOTROU ho Toue en deus roet deoc'h ar vro-mañ evit he ferc'hennañ. C'hwi holl, tud kadarn, tremenit harnezet dirak ho preudeur, mibien Israel.