Mar gra goulennoù ouzhit ar bobl-mañ, pe ar profed, pe un aberzhour, mar lavar dit: Pehini eo diougan an AOTROU? e lavari dezho: Pehini eo an diougan? Me ho tilezo! eme an AOTROU.
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:
Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neñvoù, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz:
Juda en deus graet an droug, un euzhusted a zo bet graet en Israel hag e Jeruzalem. Rak Juda en deus disakret ar pezh a oa santelaet d'an AOTROU, ar pezh a gare, hag en deus dimezet gant merc'h un doue estren.