Tostaat a reas hag e pokas dezhañ. Izaak a c'hweshaas c'hwezh e zilhad hag a vennigas anezhañ, o lavarout: Setu, c'hwezh va mab a zo evel ur park benniget gant an AOTROU.
Naomi a lavaras d'he div verc'h-kaer: Kit, distroit pep hini da di ho mamm. An AOTROU a vo trugarezus en ho keñver, evel m'hoc'h eus bet e-keñver ar re a zo marv hag em c'heñver.