Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Levr Rud 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Ha Rud a lavaras: Na zoug ket ac'hanon da'z lezel, evit pellaat diouzhit, rak el lec'h ma'z i ez in, el lec'h ma chomi e chomin, da bobl a vo va fobl, ha da Zoue a vo va Doue,

Ver Capítulo Copiar




Levr Rud 1:16
23 Referencias Cruzadas  

Met Itai a respontas d'ar roue o lavarout: An AOTROU a zo bev, hag ar roue va aotrou a zo bev! El lec'h ma vo ar roue va aotrou, pe evit mervel pe evit bevañ, da servijer a vo ivez eno.


Merc'hed rouaned a zo e-touez da itronezed a enor. Emañ ar rouanez a-zehou dit, gwisket gant aour Ofir.


Ar mignon gwir a gar e pep amzer, hag e c'hano evel ur breur en dristidigezh.


Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.


Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.


Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: Pep den, a bep pobl, broad, yezh, hag a gomzo fall diwar-benn Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a vo lakaet a-dammoù hag e di a vo lakaet da vezañ ur bern lastez, rak n'eus doue all ebet a c'hellfe dieubiñ eveltañ.


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, ha ne anavezi doue ebet nemedon, n'eus salver ebet nemedon.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: En deizioù-se, dek den a-douez holl yezhoù ar broadoù a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emañ Doue ganeoc'h.


Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezhañ: Mestr, me a heulio ac’hanout e kement lec’h ma’z i.


Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c’hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout.


Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.


Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,


An AOTROU en deus kaset kuit a-raok deomp an holl bobloù hag an Amoreaned a oa o chom er vro. Ni ivez a servijo an AOTROU , rak hon Doue eo.


Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.


Hi a lavaras: Setu, da c'hoar-gaer a zo aet en-dro war-zu he fobl ha war-zu he doueoù, distro war-lerc'h da c'hoar-gaer.


e-lec'h ma varvi e varvin, hag e vin beziet eno. Ra raio an AOTROU din hervez ar strizhder brasañ, mar deu tra all nemet ar marv da'm lemel diganit!


Ar servijer karget eus ar vederien a respontas: Ur vaouez yaouank eus Moab eo, deuet eo gant Naomi eus maezioù Moab.


Ra frealzo da ene ha ra vo skoazeller da gozhni! Rak da verc'h-kaer, a gar ac'hanout, he deus e c'hanet, hi hag a zo gwelloc'h evidout eget seizh mab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos