Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Leviegezh 25:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Ne vestrogni ket anezhañ gant ruster, doujañ a ri da Zoue.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 25:43
23 Referencias Cruzadas  

D'an trede deiz, Jozef a lavaras: Grit kement-mañ hag e vevot. Doue a zoujan!


Ha bremañ e fell deoc'h lakaat da servijerien ha da servijerezed deoc'h bugale Juda ha Jeruzalem. Ha n'oc'h ket c'hwi, dreist-holl, ar re a zo kablus e-keñver an AOTROU ho Toue?


Mar em eus disprizet gwir va servijer pe va matezh pa oant o taelañ ganin,


petra a rin pa savo Doue? petra a respontin pa c'houlenno kont ouzhin?


Met an amiegezed a zoujas Doue ha ne rejont ket ar pezh en doa lavaret roue an Ejipt dezho, hag e lezjont ar baotred da vevañ.


Dre m'o doa doujet an amiegezed Doue, e roas dezho tiegezhioù.


Hag e c'hoarvezas, pell goude, penaos e varvas roue an Ejipt. Mibien Israel a hirvoude abalamour d'o sklaverezh, hag a grias. O c'hriadennoù a bignas war-zu Doue eus o sklaverezh.


An AOTROU a lavaras: Gwelet em eus enkrez va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus ar garm a laoskont abalamour d'o gwaskerien, rak anavezout a ran o glac'haroù.


Bremañ setu, garmadeg mibien Israel a zo deuet betek ennon hag em eus gwelet ar gwaskerezh a c'houzañvont a-berzh an Ejipsianed.


Kefridiourien mibien Israel o doa lakaet mistri-vicherour Faraon warno; hag e voent pilet hag e voe lavaret dezho: Perak n'hoc'h eus ket echuet ho lodenn a vrikennoù dec'h hag hiziv evel diagent?


Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,


Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.


N'hoc'h eus ket nerzhet ar re zinerzh, n'hoc'h eus ket louzaouet an hini glañv, n'hoc'h eus ket paket an hini dorret hec'h ezel, n'hoc'h eus ket kerc'het an hini zianket, n'hoc'h eus ket klasket an hini gollet, met renet hoc'h eus warno gant kaleter ha rustoni.


Hini ac’hanoc’h ne raio gaou ouzh unan all, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU ho Toue.


Va servijerien ez int, am eus tennet eus bro Ejipt, ha ne vint ket gwerzhet evel ma werzher ur sklavour.


Diwar-benn ar sklavourien hag ar mitizhien a vo dit, dont a raint eus ar pobloù a vo en-dro deoc’h; diouto eo e prenot sklavourien ha mitizhien.


O lezel a reot da hêrezh d’ho pugale war ho lerc’h, hag e resevint anezho evel perc’henniezh; bez’ e vint ho sklavourien da viken. Met diwar-benn ho preudeur, mibien Israel, n’en em vestroniot ket gant ruster an eil egile.


Bez’ e vo evel ur mevel a-hed ar bloaz ha ne vo ket mestroniet gant ruster dirak da zaoulagad.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


Ha c’hwi mistri, grit en hevelep doare en o c’heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c’houzout hoc’h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n’eus van ebet eus diavaezioù an dud.


penaos e teuas a-ziarbenn dit war an hent hep doujañ Doue, o vec'hiañ ac'hanout war da lerc'h hag o pilat da holl re wan, pa oas da-unan dinerzh ha skuizh.


Mistri, roit d’ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c’houzout penaos hoc’h eus ivez ur Mestr en neñvoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos