Santelaat a reot an hanter-kantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh.
Ma ne gav ket ar pezh a zo ret evit e reiñ dezhañ, an dra werzhet a chomo etre daouarn an hini en deus e brenet betek bloaz ar jubile. D’ar jubile, ez aio hemañ er-maez hag e tistroio en e berc’henniezh.