Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Leviegezh 25:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Mar gwerzhit d’ho nesañ pe mar prenit digant ho nesañ, ne raio hini ac’hanoc’h gaou ouzh unan all.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 25:14
33 Referencias Cruzadas  

Asa a voe kounnaret a-enep ar gwelour, hag e lakaas anezhañ en toull-bac'h, rak fuloret e oa en e enep diwar-benn-se. Asa a wallgasas ivez darn eus ar bobl er mare-se.


evit reiñ e wir d’an emzivad ha d’an hini gwasket, evit na gendalc'ho ken an den da skuilhañ ar spont war an douar.


An hini a heskin ar paour a zismegañs e grouer, met an hini a enor anezhañ en deus truez ouzh an ezhommeg.


An hini a serr e zivskouarn ouzh kriadenn an ezhommeg, a grio ivez e-unan ha ne vo ket klevet.


An hini a ra gaou d'ar paour evit en em binvidikaat, a ro d'ar pinvidig, evit kouezhañ en dienez.


Ur priñs dibourvez a skiant a zo un heskiner, met an hini a gasa ar gounid dizonest a hiraio e zeizioù.


Un den paour o heskinañ ar re vihan, a zo evel ur glav a zistruj hag a laka ar bara da vankout.


An hini a gresk e vadoù dre gampi ha dre uzurerezh, a zastum evit an hini en devo truez ouzh ar beorien.


Mar gwelez en ur proviñs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outañ, ha bez' ez eus reoù uheloc'h egeto c'hoazh.


Deskit ober mat, klaskit ar barnedigezhioù, diwallit ar re wasket, roit e wir d'an emzivad, difennit an intañvez.


An hini a gerzh er reizhder hag a gomz gant eeunder, a daol kuit ar gounid dizonest, a hej e zaouarn evit tremen hep kemer profoù, a stouv e zivskouarn evit chom hep klevout komzoù gwadus, a serr e zaoulagad evit tremen hep gwelout an droug,


Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!


Setu ar yun a fell din: Distag ereoù an drougiezh, diskoulm kerdin ar yev, lez da vont en o frankiz ar re wasket, bruzun kement yev,


Met da zaoulagad ha da galon n'int nemet evit da wallc'hoant, evit skuilhañ ar gwad didamall, evit mac'homañ ha gwaskañ.


Disprizet eo bet tad ha mamm en da greiz, mac'het eo bet an diavaeziad en da greiz, gwasket eo bet an emzivad hag an intañvez en da greiz,


Ne heskini ket da nesañ ha ne laeri ket anezhañ. Gopr an devezhour ne chomo ket ez ti betek an deiz war-lerc’h.


Prenañ a ri digant da nesañ hervez an niver a vloavezhioù tremenet abaoe ar jubile, hag eñ a werzho dit hervez an niver eus ar bloavezhioù a c’hounid.


Hini ac’hanoc’h ne raio gaou ouzh unan all, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU ho Toue.


Diwar-benn an droug, daouarn o deus evit e ober. Ar priñs a c'houlenn manegoù, ar barner e c'hopr, an hini bras a ziskouez c'hoantegezh e ene, hag e reont evel-se a-unvan.


Soudarded a c’houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae.


Met c’hwi eo ar re a ra dislealded hag a ra koll, ha c’hoazh d’ho preudeur!


Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, rak Jabin en doa nav c'hant karr houarn, hag e heskine mibien Israel garv abaoe ugent vloaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios