C'hoarvezout a reas p'en doe tremenet un amzer pell a-walc'h eno, ma sellas Abimelek roue ar Filistined dre ar prenestr, hag e welas Izaak o c'hoari gant Rebeka e wreg.
Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.
Va muiañ-karet a zo evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez. Setu, en em zalc'h a-drek hor mogerioù, emañ o sellout dre ar prenestroù, oc'h evezhiañ dre ar gael.