Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Krennlavarioù 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Mibien, selaouit ar gelennadurezh eus un tad, ha bezit evezhiek evit anavezout ar poell,

Ver Capítulo Copiar




Krennlavarioù 4:1
15 Referencias Cruzadas  

En em zastumit ha selaouit, mibien Jakob! Selaouit Israel, ho tad!


Al leoned yaouank a anavez kernez ha naonegezh, met ar re a glask an AOTROU n'o devo ezhomm ebet.


evit reiñ da anavezout ar furnez hag an deskadurezh, evit reiñ da gompren ar gerioù meizus,


Va mab, selaou kentelioù da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm,


Ar mab fur a selaou kelennadurezh e dad, met ar goapaer ne selaou ket ar rebechoù.


Selaou ar c'huzul ha degemer ar gelennadurezh, evit ma vi fur betek da zivezh.


Stou da skouarn ha selaou komzoù an hini fur, stag da galon ouzh va anaoudegezh,


Va mab, bez evezhiek ouzh va furnez, stou da skouarn da'm foell,


Lavar d'ar furnez: Te eo va c'hoar, ha gra eus ar poell: Va mignon,


Sentet hon eus ouzh mouezh Jonadab mab Rekab, hon tad, e kement tra en deus urzhiet deomp, e doare ma n'evomp ket a win e-pad hor buhez, na ni nag hor gwragez nag hor mibien nag hor merc'hed,


Rak-se e tleomp en em stagañ startoc’h ouzh an traoù hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos