9 Evel ur spernenn e dorn ar mezvier, evel-se emañ ur c'hrennlavar e genoù an den diboell.
Skoet on bet, a lavari, ha ne'm eus ket poan, pilet on bet ha ne'm eus ket klevet. Pa zihunin, ez in adarre da glask.
An hini a gemer en e servij ar sodien hag ar re gentañ deuet, a zo evel ur gwareger a c'hloaz an holl.
Ober enor d'un den diboell, a zo evel lakaat ur maen prizius en ur bern kailh.