3 Ar skourjez a zo evit ar marc'h, ar weskenn evit an azen, ar vazh evit kein an amoeded.
Na vezit ket evel ar marc'h hag evel ar vulez hep skiant, a vez stardet o genoù gant ur brid hag ur weskenn, gant aon na dostafent ouzhit.
War vuzelloù an den fur en em gav ar furnez, met ar wialenn a zo evit kein an hini diboell.
Ur rebech a zo efedusoc'h war an den poellek, eget kant taol war an amoed.
Mar skoez war ar goapaer, an hini eeun a furaio, ha mar reprenez un den skiantek, e kompreno an anaoudegezh.
Ar barnedigezhioù a zo kempennet evit ar goapaerien, hag an taolioù evit kein an amoeded.
Pa bilfes un diskiant en ur mortez e-mesk ar greun gant ur pilouer, e sotoni n'en em zistagfe ket diwarnañ.
Petra a fell deoc’h? Mont a rin d’ho kavout gant ur wialenn, pe gant karantez hag ur spered a zouster?
ha prest omp da gastizañ pep disentidigezh, pa vo peurglok ho sentidigezh.
Lavaret em eus dija ha lavarout a ran a-ziagent, evel pa vefen en ho touez evit an eil gwech, bremañ o vezañ ezvezant, e skrivan d’ar re o deus pec’het a-ziaraok ha d’an holl re all, penaos mar deuan adarre n’espernin hini anezho,