Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.
N'o deus ket anavezet hent ar peoc'h, n'eus barnedigezh ebet war o roudennoù, o gwenodennoù a zo deuet kammigellek, ar re holl a gerzh enno n'anavezont ket ar peoc'h.
Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.
Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
en deus hor salvet, nann abalamour d’an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc’hadenn an eil c’hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,