Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Krennlavarioù 20:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Un enor eo evit un den en em virout diouzh an tabutoù, met pep diskiant en em ro dezho.

Ver Capítulo Copiar




Krennlavarioù 20:3
17 Referencias Cruzadas  

Un tabut a savas etre mesaerien tropelloù Abram ha mesaerien tropelloù Lot. Ar Gananeiz hag ar Ferezianed a oa neuze o chom er vro.


Abram a lavaras da Lot: Gant na vo ket, me az ped, tabut etre me ha te, nag etre va mesaerien ha da vesaerien, rak ni a zo breudeur.


Ha Joaz roue Israel a gasas da lavarout da Amazia roue Juda: Spernenn al Liban he deus kaset da lavarout da sedrezenn al Liban: Ro da verc'h da wreg da'm mab. Met tremenet eo al loened gouez a zo el Liban, ha mac'het o deus ar spernenn.


An den buanek a ra sotonioù, hag an den gwidreüs a zo kasaet.


An hini a zo gorrek da gounnariñ en deus kalz a veiz, met an hini a zo buan da fuloriñ a ziskouez e follentez.


An hini a zo gorrek da gounnariñ a dalvez muioc'h eget an den kadarn, hag an hini a zo mestr eus e galon eget an den a dap kêrioù.


Deroù un tabut a zo evel digeriñ un tremen d'an dour; a-raok en em gav ar stourmadeg, dilez.


Muzelloù an den diboell a zegas ar stourmadeg, e c'henoù a c'halv taolioù.


Poell an den a zalc'h e gounnar, hag e enor eo ankounac'haat ar mankoù.


Un den rok ha lorc'hus a zo galvet ur goapaer a labour gant kounnar ha fouge.


A hini a c'hell fuloriñ diwar-benn un tabut na sell ket outañ, a zo evel an hini a grog en ur c'hi dre e zivskouarn,


Bezit mat an eil e-keñver egile, madelezhus, o pardoniñ an eil d’egile, evel m’en deus Doue pardonet deoc’h ivez e Krist.


Met mar d-eus ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.


A-belec’h e teu en ho touez an emgannoù hag an tabutoù? Ha n’eo ket eus ho kwallyouloù a stourm en hoc’h izili?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios