Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Krennlavarioù 11:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Reizhder an den eeun a zieub anezhañ, met an douellerien a vo tapet dre o drougiezh.

Ver Capítulo Copiar




Krennlavarioù 11:6
11 Referencias Cruzadas  

Va eeunder a roio testeni din en amzer da zont dirazout, pa zeui da anavezout va gopr. Kement na vo ket brizh pe varellet e-touez ar givri, ha du e-touez an oaned, a vo bet laeret ganin.


Furchet ec'h eus va holl draoù ha petra ac'h eus kavet eus holl draoù da di? Laka anezho amañ dirak va breudeur ha da vreudeur, ha ma varnint etrezomp hon daou.


Hag ar roue a lavaras da Shimei: Gouzout a rez an holl zroug ac'h eus graet da Zavid va zad, gouzout a rez kement-se ez kalon, setu perak an AOTROU a ra da'z trougiezh kouezhañ war da benn.


evit ma embannin da holl veuleudioù ouzh dorioù merc'h Sion, ha ma laouenain ez silvidigezh.


Ar pilpouz a zistruj e nesañ gant e c'henoù, met an dud reizh a zo dieubet dre an anaoudegezh.


An hini drouk a vo paket en e zireizher, hag a vo dalc'het en ereoù e bec'hed.


An hini a gleuz ur foz a gouezho enni, hag an hini a doull er c'hleuz a vo flemmet gant un naer.


Ha tud Israel a zeuas en-dro, ha tud Benjamin a voe spouronet o welout ar c'holl a yae d'o zapout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios