Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Krennlavarioù 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 An AOTROU ne lezo ket ene an hini reizh da gaout naon, met teurel a ra kuit gwallc'hoant ar re zrouk.

Ver Capítulo Copiar




Krennlavarioù 10:3
23 Referencias Cruzadas  

Redek a ra amañ hag ahont o klask e vara. Pelec'h emañ? Gouzout a ra eo deiz an deñvalijenn kempennet evitañ.


Leve e di a vo kaset kuit, pep tra a dec'ho da zeiz ar gounnar.


En amzer an naonegezh e warezo ac'hanout diouzh ar marv, en amzer ar brezel diouzh lavnenn ar c'hleze.


E welet ec'h eus koulskoude, rak sellout a rez ouzh ar glac'har hag ar boan evit derc'hel kont outo. Warnout-te eo en em harp an hini paour, te eo sikour an emzivad.


An den drouk a wel anezhañ hag en deus desped, hag e c'hrigoñs e zent hag e tisec'h. C'hoant ar re zrouk a yelo da get.


evit dieubiñ o ene eus ar marv, hag o lakaat da vevañ e-pad an naonegezh.


Ne vint ket mezhek da vare ar gwalleur, hag o gwalc'h o devo da zeizioù an naonegezh.


Yaouank on bet hag on deuet da vezañ kozh, ha ne'm eus ket gwelet an den reizh dilezet, nag e lignez o klask e vara.


Fiz en AOTROU, gra ar mad, bez o chom war an douar, debr ar wirionez evel boued.


An den reizh a zebro hag en devo e walc'h, met kof ar re zrouk en devo dienez.


An hini drouk a zo diskaret en e zrougiezh, met an den reizh en deus esperañs en e varv.


An hini en deus ar galon c'hwezet a atiz ar stourmadegoù, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU en devo e walc'h.


Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.


hennezh a vo o chom el lec'hioù uhel, kreñvlec’hioù ar reier a vo e repu, bara a vo roet dezhañ, doureier ne vankint ket dezhañ.


Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ en deiz kounnar an AOTROU, ha gant tan e warizi e vo kuzumet an douar holl. Rak dre un distruj leun ha trumm e skoio war holl dud an douar.


Klaskit kentoc’h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos