Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Kelennet oc’h bet diwar he fenn gant Epafraz, hor c’henlabourer karet-mat er servij, hag a zo evidoc’h ur ministr feal eus Krist

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 evel ma hoc’h euz ive hen desket gant Epaphras, hor c’hen‐zervicher karet‐mad, pehini a zo evidoc’h eur ministr fidel euz ar C’hrist,

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 1:7
19 Referencias Cruzadas  

N'emañ ket evel-se gant va servijer Moizez, feal eo em holl di.


E genvreur, oc’h en em deurel d’e dreid, a bedas anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit holl.


Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?


E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma’z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.


Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc’h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc’h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.


A-hend-all, ar pezh a c’houlenner digant ar verourien, eo ma vefe kavet pep hini feal.


Diwar-benn ar gwerc’hezed, n’em eus gourc’hemenn ebet a-berzh an Aotrou, met reiñ a ran un ali evel un den hag en deus bet lod e trugarez an Aotrou evit bezañ feal dezhañ.


Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez’ on muioc’h c’hoazh, kalz muioc’h el labourioù, kalz muioc’h er goulioù, muioc’h er prizonioù, alies e riskl ar marv,


Plegit an eil d’egile e doujañs Doue.


Kredet em eus e oa ret kas deoc’h Epafrodit, va breur, va c’henlabourer ha va c’henvrezeliad, an hini hoc’h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù,


Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.


Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal, va c’henlabourer e servij an Aotrou, a roio da anavezout deoc’h an traoù a sell ouzhin.


gant Onezim, ar breur feal ha karet-mat hag a zo eus ho touez. Disklêriañ a raint deoc’h kement a dremen amañ.


Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.


An traoù ac’h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.


Epafraz, va c’henbrizoniad e Jezuz-Krist,


Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,


a zo bet feal d’an hini en deus e ziazezet, evel ma voe Moizez ivez en e holl diegezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos