Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Eñ eo penn ar c’horf, an Iliz, eñ eo ar penn-kentañ, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc’ho ar renk kentañ e pep tra.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Hag hen eo ar pen euz a gorf an Iliz; hen eo ar pen‐kenta, ar c’hentaganet a‐douez ar re varo, evit ma talc’ho ar plas kenta en pep tra.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 1:18
36 Referencias Cruzadas  

Va gervel a raio, o lavarout: Te eo va Zad, va Doue, ha roc'h va silvidigezh!


Va muiañ-karet a zo gwenn ha ruz-flamm. An hini kentañ eo e-touez dek mil.


Setu, va servijer a raio berzh, kreskiñ a raio, savet e vo, uhelaet meurbet.


Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.


Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.


Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.


Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c’hras.


Hennezh eo an hini a zeu war va lerc’h hag a zo dreiston, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.


penaos ar C’hrist a dlee gouzañv poan ha penaos, kentañ adsavet a-douez ar re varv, e tlee kemenn ar sklêrijenn d’ar bobl ha d’ar broadoù.


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Met fellout a ra din e oufec’h penaos Krist eo ar penn eus pep den, hag an den penn eus ar wreg, ha Doue penn eus Krist.


C’hwi a zo korf Krist ha c’hwi a zo e izili, pep hini evit e lod.


rak ret eo dezhañ ren, betek ma en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid.


penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.


abalamour an ozhac’h eo penn ar wreg, evel ma’z eo Krist ivez penn an Iliz, hag a zo e gorf hag a zo bet salvet drezañ.


En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,


hep en em stagañ ouzh ar penn, a laka ar c’horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoù hag al liammoù, da greskiñ hervez ar greskadurezh roet gant Doue.


Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez,


an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.


Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar penn-kentañ hag an diwezh.


Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos