Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, ne'm eus ket komzet outo. Gweledigezhioù faos, diouganoù aner ha touelloù eus o c'halon a brofedont deoc'h.
Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.
Da brofeded o deus bet evidout gweledigezhioù gaouiat hag aner. N'o deus ket dizoloet dit da zrougiezh evit distreiñ da harlu. Met diouganet o deus traoù faos ha touellus.
Bez' ez eus un irienn en he c'hreiz, a-berzh he frofeded a zo heñvel ouzh leoned o yudal hag o tiframmañ o freizh. Debret o deus eneoù, tapet o deus teñzorioù ha traoù prizius, liesaet o deus intañvezed en he c'hreiz.
Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.