29 Goude an traoù-mañ, Jozue mab Nun, servijer an AOTROU , a varvas d'an oad a gant dek vloaz.
Jozef a chomas en Ejipt, eñ ha ti e dad, hag e vevas kant dek vloaz.
Jozef a varvas, oadet a gant dek vloaz. Balzamet e voe ha lakaet en un arched en Ejipt.
Ar re varv ne veulint ket an AOTROU, nag an holl re a ziskenn e lec'hioù ar sioulder.
Moizez, servijer an AOTROU, a varvas eno, e bro Voab, hervez ger an AOTROU.
Ha Jozue a gasas kuit ar bobl, hag e yeas pep hini d'e hêrezh.
Beziet e voe e douar e hêrezh, e Timnad-Serak, a zo e menez Efraim, ouzh hanternoz menez Gaash.
Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.
Hag e varvas Jozue mab Nun, servijer an AOTROU, oadet a gant dek vloaz.
Sebeliet e voe e douar e hêrezh e Timnad-Herez, e menez Efraim, en hanternoz menez Gaash.