Diwar-benn an Hebronited, Jerija a oa o fenn. En daou-ugentvet bloaz eus ren David, e voe graet un enklask diwar-benn an Hebronited hervez o rummadoù ha tiez o zadoù, hag e voe kavet en o zouez tud kadarn e Jaezer e Galaad.
Gwinienn Sibma, warnout e ouelin muioc'h eget war Jaezer, da vrankoù a yae dreist ar mor, hag e tapent mor Jaezer. An distrujer a zo kouezhet war da frouezh-hañv ha war da vendem.
hag holl gêrioù ar blaenenn, hag holl rouantelezh Sihon roue an Amoreaned a rene en Hesbon; Moizez a bilas anezhañ gant priñsed Madian, Evi, Rekem, Zur, Hur ha Reba, a oa e dalc'h Sihon hag a oa o chom er vro.