Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Jonaz 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Bremañ AOTROU, kemer va buhez, rak gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.

Ver Capítulo Copiar




Jonaz 4:3
14 Referencias Cruzadas  

Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù.


Gwelloc'h eo brud vat eget c'hwezh-vat, ha deiz ar marv eget deiz ar c'hanedigezh.


Na hast ket en em nec'hiñ ez spered, rak an desped a chom e bruched ar re ziskiant.


Ar marv a vo gwelloc'h eget ar vuhez evit an holl re a vano eus ar ouenn fall-se, a vano en holl lec'hioù ma em bo o c'haset, eme AOTROU an armeoù.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Hag e rez mat o fuloriñ?


Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Mar rez evel-se em c'heñver, lazh ac'hanon me az ped, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ha ne welin ket va gwalleur.


Ar bobl a dabutas gant Moizez, hag e komzjont o lavarout: Perak eta n'omp ket marvet pa varvas hor breudeur dirak an AOTROU?


Met ne’m eus graet implij ebet eus ar galloud-se ha ne skrivan ket kement-mañ evit ma vo graet e-giz-se em c’heñver, rak gwelloc’h e vefe ganin mervel eget na lamfe unan bennak ar gloar-se diganin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios