Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Jeremiaz 31:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma vo adsavet kêr d'an AOTROU, adalek tour Hananeel betek dor ar C'horn.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:38
17 Referencias Cruzadas  

Ha Joaz roue Israel a dapas Amazia roue Juda, mab Joaz, mab Joakaz, e Bet-Shemesh. Goude e teuas da Jeruzalem hag e reas un toull-freuz war bevar c'hant ilinad e moger Jeruzalem, adalek dor Efraim betek dor ar C'horn.


Ozia a savas tourioù e Jeruzalem, war zor ar C'horn, war zor an Draonienn, ha war ar c'hogn, hag e kreñvaas anezho.


Hag e lavaris dezho: Gwelout a rit ar gwalleur ez omp ennañ, penaos eo Jeruzalem gwastet hag he dorojoù devet dre an tan. Deuit, adsavomp moger Jeruzalem, ha ne vimp ken en dismegañs.


Eliashib an aberzhour-meur a savas gant e vreudeur an aberzhourien, hag ec'h adsavjont dor an Deñved, hag e santelajont anezhi. Lakaat a rejont he stalafioù, hag e santelajont anezhi betek tour Mea ha betek tour Hananeel.


pa en devo an AOTROU adsavet Sion, pa vo en em ziskouezet en e c'hloar,


me a lavar diwar-benn Kiruz: Va mesaer eo, kas a raio da benn va holl youl, lavarout a raio da Jeruzalem: Adsavet e vi, ha d'an templ: Diazezet e vi.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas en-dro re zalc'het teltennoù Jakob hag em bo truez eus e dinelloù. Ar gêr a vo adsavet war hec'h uhelenn hag ar palez a vo adlakaet en e lec'h.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.


Me az savo c'hoazh, hag e vi savet, o gwerc'hez Israel! Kinklet e vi c'hoazh gant da daboulinoù, hag ez i er-maez e-touez korolloù laouen.


Hag e tegasin en-dro re zalc'het Juda ha re zalc'het Israel, hag e tiazezin anezho evel diagent.


Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.


An holl vro a zeuio da vezañ evel ur blaenenn, eus Geba betek Rimmon e kreisteiz Jeruzalem. Ar gêr a vo uhelaet hag a chomo en he lec'h, eus dor Benjamin betek an nor Gentañ, betek dor ar C'herniel, hag eus tour Hananeel betek gwaskelloù ar Roue.


Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos