Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 66:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Evel un den frealzet gant e vamm, e frealzin ac'hanoc'h, hag e viot frealzet e Jeruzalem.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 66:13
13 Referencias Cruzadas  

Ra en em stago va zeod ouzh va staon, ma ne'm eus ket soñj ac'hanout, ma ne ran ket eus Jeruzalem va abeg brasañ a levenez!


Pa em boa kalz a soñjoù em diabarzh, da frealz en deus laouenaet va ene.


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


Frealzit, frealzit va fobl, eme ho Toue.


Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.


Neñvoù, kanit gant joa! Douar, laouena! Menezioù, laoskit kriadennoù a levenez! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl, truez en deus bet ouzh e re c'hlac'haret.


Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?


Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.


Laouenait gant Jeruzalem, bezit el levenez ganti, c'hwi holl a gar anezhi. Bezit ganti eürus-kenañ, c'hwi holl a oa e kañv eviti,


Benniget ra vo Doue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, Tad an trugarezioù hag an Doue a bep frealz,


hor frealziñ a ra en hon holl c’hlac’haroù, evit ma c’hellimp frealziñ ar re holl a zo en ur glac’har bennak dre ar frealz a resevomp hon-unan digant Doue.


met omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer ur vagerez ur preder tener eus he bugale,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios