Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
A! Broad pec'herez, pobl bec'hiet a zireizhder, gouenn drouk, mibien aet brein! Dilezet o deus an AOTROU, disprizet o deus Sant Israel, en em zistroet int war-dreñv.
Ar vouc'hal, hag e kavfe gloar diwar-goust an hini a ra ganti? An eskenn, hag en em savfe dreist an hini he laka da fiñval? Evel ma rafe mont ar wialenn d'an hini a sav anezhi, hag evel ma savfe ar vazh ar pezh n'eo ket koad!
Gwalleur d'ar vibien disent, eme an AOTROU, ar re a gemer kuzul met n'eo ket diganin, ar re a ra emglevioù met n'eo ket gant va Spered, evit daspugn pec'hed war bec'hed,
Dre ma'z out fuloret a-enep din, dre m'eo pignet da rogoni da'm divskouarn, lakaat a rin va c'hroched ez fronell ha va gweskenn ez muzelloù, hag e lakain ac'hanout da zistreiñ gant an hent ez out deuet gantañ.
Ne'c'h eus ket klevet, ne'c'h eus ket anavezet, n'eo ket bet digoret a-raok da skouarn, rak gouzout a raen na vankfes ket da vezañ disleal: Anvet out bet disent abaoe ar c'hof.
Abaoe ma komzan, e laoskan kriadennoù, krial a ran feulster ha gwaskerezh, rak komz an AOTROU a zo troet evidon en dismegañs hag e goapaerezh a-hed an deiz.
O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag, o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ o lavarout: Salud, Roue ar Yuzevien!
An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset.
o resev ar gopr eus o direizhder. Karout a reont bezañ bemdez er plijadurioù, bez’ ez int saotr hag hudurniezh o kemer plijadur en o zromplerezh o-unan pa zebront asambles ganeoc’h.