Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl.
hag e respontis d'ar roue: Ra vevo ar roue da viken! Penaos ne vefe ket trist va dremm, pa chom kêr, lec'h bezioù va zadoù, gwastet, he dorojoù devet dre an tan?
Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.
Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.
Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Setu ez an da zistreiñ an armoù brezel a zo en ho taouarn, ma stourmit ganto en diavaez ar mogerioù a-enep roue Babilon hag ar Galdeiz a seziz ac'hanoc'h, hag e tastumin anezho e-kreiz ar gêr-mañ.
Ar brofeded hag a zo bet a-raok din hag a-raok dit, abaoe pell 'zo, o deus profedet a-enep meur a vro hag a-enep rouantelezhioù bras, ar brezel, ar glac'har hag ar vosenn.
Lavarout a ri eta dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tiskarin ar pezh am eus savet, hag e tennin ar pezh am eus plantet, da lavarout eo an holl vro-mañ.
An AOTROU en deus diskaret an holl dud kreñv em c'hreiz. Galvet en deus un emvod em enep, evit distrujañ va zud yaouank. An AOTROU en deus jaodret er waskell ar werc'hez merc'h Juda.
Gwastet en deus e deltenn evel ul liorzh ha distrujet lec'h e vodadenn. An AOTROU en deus graet disoñjal e Sion ar gouelioù hag ar sabadoù. E fulor e gounnar en deus distaolet ar roue hag an aberzhour.
Hag e klevis ur sant o komz, hag ur sant all a lavaras d'an hini a gomze: Betek pegeit e pado ar weledigezh diwar an aberzh hollbad hag an disentidigezh glac'harus, a laka ar santual hag an arme da vezañ mac'het?
Distrujañ a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.
Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d’ar broadoù. Int a vac’ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.