Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 41:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 te hag am eus kemeret eus pennoù an douar hag am eus galvet eus al lec'hioù pellañ, te hag am eus lavaret dit: Te eo va servijer, da zibabet em eus, ne'm eus ket da zistaolet.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 41:9
23 Referencias Cruzadas  

Rak an AOTROU en deus dibabet Jakob, hag Israel evit e zalc'h,


Rak an AOTROU ne lezo ket e bobl, ha ne zilezo ket e hêrezh.


En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.


Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.


Piv en deus lakaet da sevel eus ar sav-heol an hini emañ ar reizhder oc'h heuliañ e gammedoù? Piv en deus roet dezhañ ar broadoù ha lakaet anezhañ da ren war ar rouaned? Lakaet en deus anezho evel poultr gant e gleze, hag evel plouz o nijal gant e wareg.


Met te, Israel va servijer, Jakob am eus dibabet, gouenn Abraham va c'haret-mat,


Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.


Ha bremañ selaou, o Jakob va servijer, hag Israel am eus dibabet!


Abalamour da garantez Jakob va servijer, ha da Israel am eus dibabet, da c'halvet em eus dre da anv, da anvet pa n'anavezes ket ac'hanon.


Ho karet em eus, eme an AOTROU, hag e lavarit: E petra ec'h eus hor c'haret? Ezaü, ha ne oa ket breur Jakob? Koulskoude em eus karet Jakob,


Tud a zeuio eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c’hreisteiz, hag a vo ouzh taol e rouantelezh Doue.


Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,


Rak an AOTROU ne zilezo ket e bobl, abalamour d'e anv bras, dre ma fellas d'an AOTROU ober ganeoc'h e bobl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios