Ar joa hag al levenez o deus tec'het eus ar parkeier druz, ken a gan er gwiniennoù, ken a griadennoù a levenez, ken a flastrer evit jaodriñ ar gwin er beolioù, lakaet em eus da baouez ar c'hriadennoù laouen.
Me o lamo kuit holl, eme an AOTROU, n'eus rezinenn ebet er winienn, n'eus fiezenn ebet er wezenn-fiez, an delienn a zo gweñvet, ar pezh am eus roet dezho a vo lamet diganto.
Distrujañ a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.
Ar winienn a zo disec'het, ar fiezenn a zo klañv, ar c'hreunavalenn, ar balmezenn, an avalenn, holl wez ar parkeier a zo disec'het. Al levenez a zo ehanet e-touez mibien an dud.
Rak ar wezenn-fiez ne vleunio ket, ha ne vo ken a frouezh er gwiniegoù, frouezh ar wezenn-olivez a raio diouer, ar parkeier ne roint ken a vagadur. An deñved a yelo diwar wel er c'hraou-deñved, ha ne vo ken a ejened er c'hrevier-saout.