Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 3:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 ar c'hloc'higoù-skouarn, an troioù-brec'h, ar gouelioù,

Ver Capítulo Copiar




Izaia 3:19
14 Referencias Cruzadas  

P'o doe echuet ar c'hañvaled da evañ, an den a gemeras ur walenn-aour a boueze ur beka ha div dro-vrec'h evit he daouarn a boueze dek sikl aour.


Kerkent ha m'en doa gwelet ar walenn hag an troioù-brec'h e daouarn e c'hoar ha m'en doa klevet komzoù Rebeka e c'hoar, o lavarout: An den-se en deus komzet din evel-se, e teuas da gavout an den. Ha setu, en em zalc'he e-kichen ar c'hañvaled tost d'ar vammenn.


Ar servijer a dennas traoù arc'hant, traoù aour ha dilhad, hag o roas da Rebeka. Reiñ a reas ivez traoù prizius d'he breur ha d'he mamm.


Neuze e rojont da Jakob an holl zoueoù estren o doa, hag ar gwalinier a oa ouzh o divskouarn. Jakob a zouaras anezho didan an dervenn a oa e-kichen Sichem.


Lavarout a reas: Pehini eo ar c'hred a roin dit? Hi a lavaras: Da siell, da gordennig ha da vazh a zo ez torn. Hag e roas anezho dezhi. Neuze ez eas daveti hag e koñsevas dioutañ.


Evel ma he lakaed er-maez, e kasas da lavarout d'he zad-kaer: Koñsevet em eus dre an den e oa an traoù-mañ dezhañ. Hag e lavaras: Anavez, me az ped, da biv eo ar siell, ar gordennig hag ar vazh-mañ.


Aaron a respontas: Tennit al lagadennoù aour a zo e divskouarn ho kwragez, ho mibien hag ho merc'hed, ha degasit anezho din.


Hag holl e lamjont al lagadennoù aour a oa en o divskouarn, hag e tegasjont anezho da Aaron.


Ar wazed a zeuas gant ar gwragez. Ar re holl a oa a galon vat a zegasas kelc'hioù-brec'h, lagadennoù, gwalinier, kelc'hennoù, pep seurt traoù kaer en aour; pep hini a ginnigas ur prof aour bennak d'an AOTROU .


En deiz-se e lamo kuit an AOTROU bravder ar c'helc'hioù-treid o tintal, an taledennoù, al loarennoù,


ar saltetoù, ar chadennigoù-treid, an talgenoù, ar boestoù c'hwez-vat, al lagadennoù-skouarn,


Da ginklet em eus a vragerizoù, lakaet em eus troioù-brec'h ouzh da zaouarn, ur gelc'henn en-dro da'z kouzoug,


ur walenn war da fri, bizeier ouzh da zivskouarn, ur gurunenn hollgaer war da benn.


Degaset hon eus evel prof d'an AOTROU, pep hini ar pezh en deus kavet, traoù aour, chadennigoù, kelc'hioù-brec'h, lagadennoù, bizeier-skouarn, kolieroù, d'ober dic'haou evit hon eneoù dirak an AOTROU.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios