Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.
Bet on va-unan o jaodriñ er waskell, hag a-douez ar pobloù hini ebet ne oa ganin. O mac'het em eus em c'hounnar, o bruzunet em eus em fulor, o gwad en deus strinket war va dilhad ha mastaret em eus va holl wiskamantoù.
An AOTROU en deus diskaret an holl dud kreñv em c'hreiz. Galvet en deus un emvod em enep, evit distrujañ va zud yaouank. An AOTROU en deus jaodret er waskell ar werc'hez merc'h Juda.
Hag e klevis ur sant o komz, hag ur sant all a lavaras d'an hini a gomze: Betek pegeit e pado ar weledigezh diwar an aberzh hollbad hag an disentidigezh glac'harus, a laka ar santual hag an arme da vezañ mac'het?
A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?
Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d’ar broadoù. Int a vac’ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.