Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 24:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Kêr dizoare a zo distrujet, pep ti a zo serret, n'eer ken ennañ.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 24:10
25 Referencias Cruzadas  

Setu perak hec'h anv a voe galvet Babel, rak an AOTROU en doa kemmesket eno yezh an douar holl, hag ac'hane an AOTROU o stlabezas war-c'horre an douar holl.


Neuze un toull-freuz a voe graet da gêr, hag an holl dud a vrezel a dec'has da noz dre hent an nor etre an div voger e-kichen liorzh ar roue, e-pad ma oa ar Galdeiz en-dro da gêr, hag ez ejont etrezek ar blaenenn.


Diougan diwar-benn Tir. Huanadit, listri Tarsiz, rak distrujet eo! Ken a diez! Den ne zeuio ken enni! Deuet eo ar c'heloù eus bro Gitim.


Ne chom nemet glac'har e kêr, an nor a gouezh a-dammoù dindan an taolioù.


Eus ar gêr ec'h eus graet ur bern mein, hag eus ar geoded nerzhus un dismantr. Kreñvlec’h an diavaezidi n'eo ket ken ur gêr, ne vo biken adsavet.


Lakaat a ra da ziskenn ar re a zo o chom en nec'h, pilat ar ra ar gêr savet e-krec'h, he fil betek an douar, he zaol er boultrenn.


Rak ar gêr greñv a vo glac'haret, ar chomlec'h a vo dilezet, dilezet evel ur gouelec'h, eno e teuio al leue da beuriñ, eno e c'hourvezo, hag e tebro ar brankoù a vo ennañ.


Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,


Met ar goadeg a vo diskaret dindan ar grizilh, ha kêr a vo izelaet-kenañ.


Ar pilikant hag an heureuchin, ar gaouen hag ar vran a vo o chom enni. Astennet e vo warni kordenn-rezañ an dizoare ha live ar goullo.


Adalek m'o gwelas Sedesia roue Juda hag an holl dud a vrezel, e tec'hjont hag ez ejont er-maez eus kêr, da noz, dre hent liorzh ar roue, dre an nor etre an div voger. Mont a rejont etrezek ar blaenenn.


Ar Galdeiz a zevas dre an tan ti ar roue ha tiez ar bobl, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem.


Neuze un toull-freuz a voe graet da gêr, hag an holl dud a vrezel a dec'has hag a yeas er-maez eus kêr, da noz, dre hent an nor etre an div voger e-kichen liorzh ar roue, e-pad ma oa ar Galdeiz en-dro da gêr, hag ez ejont etrezek ar blaenenn.


An hini a ra an toull-freuz a bigno dirazo. Lammat a raint, tremen a raint dre an nor, hag ez aint er-maez. O roue a gerzho dirazo, hag an AOTROU a vo en o fenn.


Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.


Rak deizioù a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc’hint ac’hanout, hag e waskint ac’hanout a bep tu,


Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.


Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios