6 Rak evel-henn en deus komzet an AOTROU: Kae, laka ur gedour, ra zisklêrio ar pezh a welo.
Ar gedour a grias hag a roas da c'houzout-se d'ar roue. Ar roue a lavaras: Mard emañ e-unan, e tegas keloù mat. Hag an den a zeue bepred o tostaat.
Ar warded a gavas ac'hanon e-pad ma oant war hent-ged kêr: Ha n'hoc'h eus ket gwelet an hini a gar va ene?
Jeruzalem, lakaet em eus gedourien war da vogerioù, biken ne davint, nag en deiz nag en noz. C'hwi hag a zalc'h soñj eus an AOTROU, n'eus diskuizh ebet evidoc'h,
Mab an den, lakaet em eus ac'hanout da c'hedour war di Israel. Selaou a ri komz va genoù, hag e kemenni anezho eus va ferzh.