Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 14:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 En deiz ma raio dit an AOTROU diskuizhañ eus da boan, eus da drubuilh, hag eus ar sklavelezh garv e oas bet lakaet dindani,

Ver Capítulo Copiar




Izaia 14:3
17 Referencias Cruzadas  

En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


Va fobl a vo o chom en un annez peoc'hus, e tiez sur, e lec'hioù diskuizhus ha sioul.


Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.


Dre da wall e kolli an hêrezh am boa roet dit, hag e lakain ac'hanout dindan da enebourien en ur vro n'anavezez ket. Rak enaouet hoc'h eus tan va c'hounnar, hag e tevo da viken.


Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.


Hag en deiz-se, eme AOTROU an armeoù, e vruzunin e yev diwar da c'houzoug hag e torrin da ereoù, ha ne vi ken sujet d'an diavaezidi.


O dasprener a zo kreñv, e anv eo AOTROU an armeoù. Difenn a raio a-dra-sur o c'haoz, evit reiñ diskuizh d'ar vro, ha lakaat da drefuiñ tud Babilon.


Ne vo ken un drezenn flemmus evit ti Israel, nag un draenenn gloazus, e-touez ar re a zo tro-dro dezhi hag a zispriz anezhi, hag e ouezint ez on me an Aotrou AOTROU.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Gwarizius on bet evit Sion eus ur warizi vras, gwarizius on bet eviti gant ur fulor bras.


O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.


e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.


Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos