Neuze Moizez ha mibien Israel a ganas ar ganaouenn-mañ d'an AOTROU hag a lavarjont: Kanañ a rin d'an AOTROU , rak uhel bras eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc'h hag ar varc'hegerien.
Pign war ur menez uhel, te hag a embann keloù mat da Sion, sav da vouezh gant nerzh, te hag a embann keloù mat da Jeruzalem, sav anezhi, na'z pez ket aon, lavar da gêrioù Juda: Setu ho Toue!
Ra savo o mouezh ar gouelec'h hag e gêrioù, hag ar c'hêriadennoù m'emañ o chom Kedar enno! Ra gano tud ar reier gant levenez! Ra vo laosket kriadennoù a levenez eus lein ar menezioù!
Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel.
Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.
Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c’halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!