Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Diwar-benn an aeled, e lavar: Ober a ra eus e aeled speredoù hag eus e servijerien flammoù tan.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Hag evit ar pez a zell an elez, ez eo scrivet: Ober a ra euz he elez, avelou, hag euz he vinistred, flammou‐tan.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 1:7
10 Referencias Cruzadas  

Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantañ ur c'hleze flammus o treiñ a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez.


Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.


Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neñvoù en ur gorventenn.


Elizea a bedas hag a lavaras: AOTROU, plij ganit digeriñ e zaoulagad, ma welo. An AOTROU a zigoras daoulagad ar servijer, hag e welas: setu, ar menez a oa leun a gezeg hag a girri tan en-dro da Elizea.


ober a ra eus e aeled speredoù, eus e servijerien ur flamm-tan.


Serafined en em zalc'he a-us dezhañ, pep hini anezho en doa c'hwec'h askell: gant div e c'holoent o dremm, gant div e c'holoent o zreid, gant div e nijent.


Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.


An ael a respontas hag a lavaras din: Bez' int pevar avel an neñvoù, o tont eus al lec'h m'en em zalc'hent dirak Aotrou an douar holl.


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos