An AOTROU Doue a reas eus an douar holl anevaled ar parkeier hag holl laboused an neñvoù, hag e lakaas anezho da zont etrezek Adam evit gwelout penaos ec'h anvje anezho ha ma vije anv pep boud bev an anv a roje Adam dezhañ.
Ar bleiz hag an oan a beuro a-gevret, al leon a zebro plouz evel an ejen, ar poultr a vo boued an naer. Ne vo ket graet a zroug ha ne vo ket distrujet war va holl venez santel, eme an AOTROU.
Ar c'hwibon zoken, en oabl, a oar hec'h amzerioù, an durzhunell, ar wennili hag ar c'haran a zouj amzer o donedigezh, met va fobl n'anavez ket barnedigezh an AOTROU.