Ha me, setu, a ya da zegas al liñvadenn-veur war an douar, evit distrujañ kement kig en deus c'hwezhadenn a vuhez dindan an neñvoù. Kement a zo war an douar a varvo.
Rak a-benn seizh deiz, e lakain ar glav da gouezhañ war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, hag e lamin diwar-c'horre an douar an holl draoù bev am eus graet.