4 Deizioù Adam, goude ganedigezh Sed, a voe eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.
Arpaksad a vevas pemp bloaz ha tregont hag a voe tad da Shelak.
Enosh, goude ma voe bet tad da Genan, a vevas eizh kant pemzek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
Kenan, goude ma voe bet tad da Vahalaleel, a vevas eizh kant ha daou-ugent vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
Jered, goude ma voe bet tad da Enok, a vevas eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
Enok a gerzhas gant Doue e-pad tri c'hant vloaz goude ma voe bet tad da Vetushela, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
Metushela, goude ma voe bet tad da Lemek, a vevas seizh kant daou vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
Adam a vevas kant ha tregont vloaz hag a voe tad da ur mab en e heñveledigezh, hervez e skeudenn, hag e roas dezhañ an anv a Sed.
Lemek, goude ma voe bet tad da Noe, a vevas pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
An holl amzer ma vevas Adam a voe eta nav c'hant ha tregont vloaz, neuze e varvas.
Sed, goude ma voe bet tad da Enosh, a vevas eizh kant seizh vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
Doue a vennigas Noe hag e vibien, hag e lavaras: Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit an douar.
C'hwi eta, bezit frouezhus ha kreskit, fonnit war an douar ha kreskit warnañ.
Setu, ar vibien a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c'hof.
Ra vo hor mibien evel gwez o kreskiñ en o yaouankiz, hor merc'hed evel peulioù kizellet o kaeraat kornioù ur palez!