Ar seizh buoc'h treut ha fall da welout a bignas goude ar re-se a zo seizh vloaz. Hag ar seizh tañvouezenn c'houllo ha devet gant avel ar sav-heol a vo seizh vloaz a naonegezh.
Elizea en doa komzet ouzh ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, o lavarout: Sav ha kae, te ha da diegezh, da chom el lec'h ma c'helli, rak an AOTROU en deus galvet an naonegezh, ha dont a ra war ar vro evit seizh vloaz.