2 Ha setu, e pignas seizh buoc'h kaer da welout ha lart eus ar stêr, hag e peurjont er prad.
A-benn daou vloaz e c'hoarvezas m'en doe Faraon un huñvre. Setu, en em zalc'he tost d'ar stêr.
Ha setu, eus ar stêr e pignas seizh buoc'h lart ha kaer da welout, hag e peurjont er prad.
Ha setu, seizh buoc'h all fall da welout ha treut a bignas eus ar stêr en o goude, hag en em zalc'hjont e-kichen ar re all war vord ar stêr.
Ar c'horz, hag e kresk hep palud? Ar broenn, hag e vount hep dour?
ar stêrioù a vo diheñchet, kanolioù an Ejipt a izelaio hag a vanko, ar c'horz hag ar broen a yelo da netra,
ar pradeier a zo e-kichen ar c'hanolioù pe e-kichen genoù ar c'hanolioù ha kement a zo hadet a-hed ar c'hanolioù a zisec'ho, a vo kaset pell ha ne vo ken.