Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Geneliezh 13:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Abram a lavaras da Lot: Gant na vo ket, me az ped, tabut etre me ha te, nag etre va mesaerien ha da vesaerien, rak ni a zo breudeur.

Ver Capítulo Copiar




Geneliezh 13:8
30 Referencias Cruzadas  

Ha n'emañ ket dirazout an holl vro? Pella eta diouzhin: mar kemerez a-gleiz, mont a rin a-zehou, ha mar kemerez a-zehou, mont a rin a-gleiz.


Pa glevas Abram e oa prizoniad e vreur, ec'h armas tri c'hant triwec'h eus e dud leal, ganet en e di, hag ez eas war-lerc'h ar rouaned-se betek Dan.


Kas a reas eta e vreudeur kuit, ha pa'z ejont e lavaras dezho: Na dabutit ket en hent.


e lavarot: Da servijerien o deus maget dalc'hmat loened abaoe hon yaouankiz betek bremañ, ni hag hon tadoù. Evel-se e chomot e bro C'hoshen, rak an Ejipsianed o deus euzh ouzh an holl vesaerien.


Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. Setu, pegen brav, pegen dous eo evit breudeur chom unanet asambles.


Mont a reas er-maez an deiz war-lerc'h, ha setu e oa daou zen hebreat ouzh en em gannañ. Lavarout a reas d'an hini a oa ar gaou gantañ: Perak e skoez war da nesañ?


Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar.


An den taer a atiz an tabutoù, met an hini a zo gorrek da gounnariñ a sioula ar stourmadegoù.


Un enor eo evit un den en em virout diouzh an tabutoù, met pep diskiant en em ro dezho.


Eürus ar re a zegas ar peoc’h, rak bugale Doue e vint galvet!


An deiz war-lerc’h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec’h alias anezho da vezañ e peoc’h o lavarout: Tud, breudeur oc’h, perak en em wallgasit an eil egile?


E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc’h en em enoriñ an eil egile.


Grit pep tra hep grozmolat na tabutal,


E keñver ar garantez etre breudeur, n’hoc’h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc’h, rak hoc’h-unan hoc’h eus desket digant Doue karout an eil egile,


Klaskit ar peoc’h gant an holl hag ar santelezh na welo den hepti an Aotrou,


Ra bado ar garantez a vreudeur.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


Enorit an holl dud, karit an holl vreudeur, doujit Doue, enorit ar roue.


A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,


Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.


gant an doujañs-Doue ar vadelezh a vreur, gant ar vadelezh a vreur ar garantez.


Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.


Gaal mab Ebed a zeuas gant e vreudeur hag ez ejont betek Sichem. Pennoù Sichem a fizias ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos